KELEIER

An dizingalderioù etre paotred ha merc’hed e-pad o studioù

N’eo ket gounezet c’hoazh an ingalded etre paotr ha plac’h. Er bed pemdez e vez gwelet c’hoazh diforc’hioù, pe vefe eus tu al labour, ar mediaoù, hag all. Hiziv e vo studiet an dizingalderioù a c’heller gwelet er skol, hag e-kerzh ar studioù eus ur sell hollek.

Eus perzh ar c’h(g)elenner(ez)

Diforc’hioù war ar c’hemer perzh er c’hlas

2057d8e63b60dcb1be638d9934e9f98e
Stereotipoù a zo kalz e c’hoarioù ar vugale : eilpennet eo ar c’hooarioù war ar skeudenn ; ar volotenn mell-droad a vez kavet aliesoc’h gant ar baotred hag ar poupig aliesoc’h gant ar merc’hed.

En un doare hollek e vez merzhet ez eus un emzalc’h disheñvel gant ar c’helenner e-keñver kemer perzh ar skolidi. Boaziet eo ar baotred da gomz kreñv ha da blantañ reuz er c’hlasoù. An emzalc’h-se a c’heller gwelet evel un doare boutin da vezañ evit ur paotr gant ar gelennerien. Met ma vez tapet ur plac’h o flapiñ pe oc’h ober trouz e-pad ur gentel e vo kalz strishoc’h ar c’helenner eget ma vefe bet ur paotr (dre holl). Alies mat e vez graet an dra-se en un doare diemskiant hag hep merzhout netra. Met seurt emzalc’h a c’hell bezañ ur melezour eus ar gevredigezh. Desket ‘vez d’ar baotred kemer kalz ar gaoz ha d’ar merc’hed tevel ha “chom en o flas”…

Ur skouer all : ar goulennoù savet gant ar gelennerien. E darn vrasañ ar c’hlasoù e vez goulennet dreist-holl digant ar merc’hed displegañ ur gentel bet gwelet dija. Met pa ‘z eus anv eus donaat ar preder pe ober un enklask e vez goulennet muioc’h gant paotred en ober.

Ostilhoù skol revelour

A-drugarez da veur a enklask ez eus bet merzhet e teu ul lodenn vras eus an dizingalderioù er skol eus an ostilhoù implijet er c’hlas, dreist-holl an dornlevrioù. Gant ar greizenn Hubertine Auclert ez eus bet dielfennet levrioù skol CP ha kavet ez eus bet titouroù dedennus : 36 % eus an tudennoù a zo maouezed ha 96 % eus ar baotred el levrioù a zo oc’h ober oberiantizoù skiantel. Memes mod, hervez an HCE (Haut Commité pour l’Egalité), 95 % eus ar skrivagnerien studiet er c’hlasoù eilvet a zo paotred. Reiñ a reont neuze ur skeudenn revelour-tre eus ar gevredigezh. Ur gudenn a zo e-keñver ar skouerioù roet d’ar vugale evit deskiñ. Ar skol a rankfe bezañ ul lec’h evit stourm a-enep an dizingalderioù-se…

Diforc’hidigezh pozitivel

Petra eo ? An diforc’hidigezh pozitivel a zo ur mennoz ganet er Stadoù Unanet er bloavezhioù 1960-1970, er mare-se e oa implijet evit stourm a-enep an dizingalderioù e bed al labour. Ar fed aesaat ur strollad tud alies lakaet a gostez pe diforc’hiet (da skouer ar merc’hed) evit kempouezañ en-dro ar c’hevatalder etre an dud eo. Evit reiñ ur skouer liammet gant ar skol : reiñ muioc’h ar gaoz d’ar merc’hed evit enebiñ eus ar stereotip gwelet a-raok. Neuze daoust hag ez eus un doare efedus a-enep an dizingalderioù paotr/plac’h ? Tud ‘zo a gav eo ur mennoz mat met reoù all a lak war-wel ar fed implijout an diforc’hidigezh evit stourm a-enep unan all… Evit ar poent n’eo ket gwall implijet e Frañs met klasket ‘vez implijout ar meiziad-mañ da skouer er c’helenn.

Eus un tu hiniennel

Eus ar skol-vamm d’al lise

An dizingalderioù-se ne zeuont ket eus neblec’h. Kregiñ a reont abred-tre, adalek ar skol-vamm ; unan eus al lec’hioù sokialekadur kentañ etre paotred ha merc’hed. War ar porzh ez eus tu gwelet dija diforc’hioù etre c’hoarioù ar merc’hed ha re ar baotred : ar merc’hed vihan a lammo gant ar gordenn pe a chomo da c’hoari sioul, hag ar baotred a n’em ganno hag a c’hoario foot ; ha setu krouet stereotipoù ar c’hoarioù « merc’hed » hag ar c’hoarioù « paotred ».

Gant an OCDE (Organisation de Coopération et de Développement Economique) ez eo bet studiet e 65 bro ar fed ez a aesoc’h kuit ar baotred eus ar skol peogwir e soñjfent e vefe ar skol ur c’holl amzer : niverusoc’h ‘vefent neuze o vezañ hep diplom. Dre sizhun e tremenfe ar baotred 1 eurvezh nebeutoc’h war o deverioù eget ar merc’hed. El lise e vez kavet ar merc’hed er rannoù hollek (58,1 %) pe teknologel, met ket kement-se e rannoù micherel ha nebeutoc’h c’hoazh e reoù industriel. Da c’houde er rannoù hollek e vez kavet er rannoù L 80,5% a merc’hed, er rannoù ES 63,5% hag er rannoù S 46,3% dioute. An disheñvelderioù skol sklaer-se n’int ket liammet gant o barregezhioù personnel. Dont a reont eus ar familh, ar skol hag ar gevredigezh.

Studioù dibabet goude ar bak

Hervez an OCDE ez eo an disheñvelder a reizh hag a zo an hini kreñvañ er skol, dreist-holl e-keñver choaz an danvezioù hag an disoc’hoù. Da skouer, pa gredont int kreñv e matematikoù, 8 paotr diwar 10 az aio davet studioù skiantel, padal ne vo nemet 6 plac’h diwar 10. 29% nemetken eus an diplomoù ijinouriezh a vez tapet gant merc’hed. Paotred az a muioc’h e klasoù prientiñ skolioù-meur bras, dreist-holl gant ar bak S (31% a baotred ha 19% a merc’hed) padal e vez tapet muioc’h ar bak S gant ar merc’hed (91%, ha 87% eus ar baotred). Gant ur bak S ez aio aesoc’h ar merc’hed d’ober studioù medisinerezh. E 2008 ez eo ar merc’hed 55,8% oc’h ober studioù goude ar bak, hag ar feur skoliata a zo uheloc’h evit ar merc’hed : 45,7% ha 35,8% evit ar baotred. Niverusoc’h int ivez o vont d’ar skol-veur da 18 vloaz pe nebeutoc’h. Merzhet eo bet ez a ar merc’hed davet studi micherioù hag a zegaso nebeutoc’h a arc’hant en dazont.

Met ar stereotipoù a grog da cheñch

Tamm-ha-tamm ez a an dizingalderioù war zigresk, memes ma chomont c’hoazh uhel. Bremañ eo niverusoc’h ar merc’hed o kaout ar bak, ober a reont studioù hiroc’h, muioc’h a ziplomoù goude ar bak o deus eget ar baotred ha tu ‘zo merzhout ez eo brasoc’h an niver a studierezed eget a studierien. An doktorelezh a zo tost da gaout ur parder (bez ez eus enno 47,4% a merc’hed) ; ha posubl eo gwelet an dra-se e bro Suis, e bro Alamagn hag e Belgia ivez. Tu ‘zo merzhout ur parder e studioù an eko-merañ, an odontologiezh hag ar c’henwerzh ivez. An niver a verc’hed er c’hlasoù prientiñ en deus kresket eus 4,3% abaoe 1998, er rannoù skiantel hag ekonomikel. 12 ,3% muioc’h int ivez e studioù an ijinouriezh. Kresket eo kalz ivez an niver a verc’hed e studioù e-lec’h ma ne oant ket niverus-tre a-raok :

  • Skol broadel ar varnouriezh : 35% e 1972  82% e 2008
  • Skolioù an odontologiezh : 26% e 1975  63,9% e 2009-2010
  • Skolioù mezeg-loened : 35% e 1986  72,6% e 2008-2009
  • Skolioù kazetenniñ ha lennegezh : 67,7% e 2008-2009

Gwelet hon eus neuze e oa c’hoazh dizingalderioù bras etre merc’hed ha paotred er skol hiziv an deiz pe vefe eus tu ar gelennerien pe eus o zu dezho o-unan. Merzhet eo bet e oa diforc’hioù graet war ar c’hemer perzh er c’hlas, e oa ostilhoù skol ‘zo revelour, met e veze klasket memestra d’ober ar pezh a zo anvet « diforc’hidigezhioù pozitivel ». Studiet hon eus ivez ar fed ez eo an dizingalderioù-se krouet adalek an oadoù bihanañ hag en devoa un efed war choaz ar studioù goude ar bak. Gallet hon eus merzhout memestra e za un tamm war wellaat an diforc’hioù-se abaoe un nebeud bloavezhioù. Evit klozañ, un nebeud goulennoù evit skeudenniñ ar plas bihan a chom gant ar merc’hed er gevredigezh : war-bouez Marie Curie, daoust-hag e anavezit anvioù skiantourezed ? Ha gouzout a rit en devoa Mozart ur c’hoar ken barrek egetañ met ankouezet buan ?

Moira Kerrain & Annouck Champion